OC’H
Skip to main content

Kenstrivadeg ekoloustiged

Ur genstrivadeg evit ar c’helc’hiad 3

Graet eo ar genstrivadeg evit klasoù ar c’helc’hiad 3 (CM1/CM2/6vet) e skolioù hag e skolajoù an Il-ha-Gwilen. Ret e vo dezho kinnig un teul (skrivet, treset, son, video, lec’hienn internet...) hag a ziskouez ar produiñ hag ar beveziñ energiezh en o c’humun, gwechall, en deiz hiziv hag en un amzer da zont tost pe dostoc’h.

Ur genstrivadeg broadel ha departamantel

Ekoloustiged zo ur genstrivadeg vroadel aozet gant Kevread broadel ar strollegezhioù anzaver hag ar meradurioù (KBSAM) asambles gant an Deskadurezh-Stad. En Il-ha-Gwilen ez eo SDE35 an aozer evit ar prantad kentañ.

Tri friz zo evit ar genstrivadeg Ekoloustiged, unan evit pep live klas. Un abadenn da reiñ ar prizioù a vo aozet en Il-ha-Gwilen. Pedet e vo an tri c’hlas loreidi da Bariz evit kemer perzh en abadenn vroadel da reiñ ar prizioù e Keoded ar Skiantoù.

Penaos kemer perzh er genstrivadeg ?

Evit kemer perzh er genstrivadeg e ranke ar gelennerien dedennet lakaat o anv a-raok an 22 a viz Du 2019. Labour ar skolidi a vo da gas da SDE35 dre lizher pe dre bostel a-raok an 10 a viz Ebrel 2020

TAOLIT PLED : an abadenn da reiñ ar prizioù evit an departamant a vo e miz Mae pe e miz Mezheven 2020.