OC’H
Skip to main content

Diawelet ha neveziñ

Un oberer hag a laka bec’h evit an treuzkemm energiezh hag evit emdroadur ar rouedadoù hag an energiezhioù a zo enno eo SDE35.

Rak-se e ren pe e kemer perzh e meur a raktres hag oberoù nevezadus war dachenn ar mammennoù energiezh.

Modelekadur ar rouedadoù

Da-geñver ar galv da raktresoù TIGA (tiriad neveziñ ha youl vras ennañ), kaset en-dro gant Roazhon Meurgêr, en deus renet SDE35 un obererezh modelekaat ar rouedadoù hag a gemer ar produiñ energiezh, ar rouedadoù tredan ha gaz, hag ar fiñvusted e kont.

Ar pal eo dont a-benn da dermeniñ ar strategiezh a-fet dibab an doareoù ma vo skignet an energiezhioù evit respont d’an ezhommoù fiñvusted en tiriad. Evit kement-se e vo dalc’het kont eus kresk an niver a girri tredan hag ar staliadurioù adkargañ, red ar monedone, barregezhioù ar rouedadoù evit a sell ouzh produiñ gaz ha tredan, ha kement zo

Gant ar studiadenn greadusted ez eus gallet diskouez pegen talvoudus e oa ar raktres. N’eo ket bet dibabet Roazhon Meurgêr avat evit ar galv da raktresoù a-berzh TIGA, rak-se emañ SDE35 o klask kevelerien arc’hantaouiñ hag a vefe prest da zelc’her gant an arnodiñ.

Da c’hortoz e chom ar raktres a-ispilh evit ar mare.