OC’H
Skip to main content

Servij publik ar gaz

Ur varregezh nevez da zibab

Goulennet e oa bet ali SDE35 gant div gumuniezh-kumunioù (Maen ar Boudiged Kumuniezh ha Kumuniezh-kumunioù Kouenon Marzoù Breizh) e 2017 evit studiañ penaos e c’hallfed krouiñ ur rouedad gaz naturel en o ziriad.
Dre an divizadeg eus ar 6 a viz Gouere 2017 en deus lakaet SDE35 e varregezh gaz da dalvezout evit gallout sikour ar c’humunioù-se : e-barzh ar barregezhioù diret rakwelet en e statudoù e c’hall SDE35 seveniñ ar varregezh aotrouniezh a aoz ar c’hefridioù servij publik stag ouzh diorren ha korvoiñ ar rouedadoù publik dasparzhañ gaz, goude ma vefe bet treuzkaset o barregezh gant ar c’humunioù a dremen ar rouedadoù drezo. Hiviziken e c’hall ar strollegezhioù, ma karont, kas da SDE35 o barregezh da zasparzhañ gaz d’an dud.

Flamme

Diagnostik ar rouedad gaz publik

Digoust eo ar servij-se. Gantañ e c’haller ragempentiñ diorren ar rouedad gaz evit respont da ezhommoù terkañ ar gumun pe an etrekumunelezh. Gant an diagnostik e renabler an traoù mat hag an traoù fall er rouedad, e vuzuilher he barregezh, e tivizer peseurt labourioù a vo da ober a-raok ar re all hag e programmer anezho.
E 2019 e oa bet kaset studiadennoù greadusted teknikel hag ekonomikel da benn evit daou anzavad nevez evit pourchas gaz e kumunioù Rester ha Sant-Jermen-Gougleiz.