OC’H
Skip to main content

Bodad implijerien

Deservij an energiezh zo un elfenn a bouez e kembeli ar c’humunioù, stag-tre ouzh kembeli ar c’hêraoziñ. Evel terker tiriadel e rank SDE35 lakaat an implijerion da gemer perzh en divizoù  pouezus a sell ouzh terkañ an tiriad, ha kement-se gant ur soñj gwellekaat ar produiñ hag ar beveziñ energiezh. Dre sevel ha kas ensavioù kendiviz en-dro e vez kaset an demokratelezh nes war-raok.

Roll hag izili

Bodad Aliañ ar Servijoù Publik Lec’hel (BASPL) zo un ensav ret da lakaat e sevel evit ar sindikadoù kemmesk ma’z eus da nebeutañ ur gumun ouzhpenn 10 000 annezad. Diwar-bouez ar bodad aliañ en deus bet c’hoant al lezenner lakaat an implijerien e-kreiz kefridioù ar servijoù publik lec’hel.

SDE35 en deus lakaet war-sav ar bodad-se a zo 2 golaj ennañ : ar c’holaj dilennidi hag ar c’holaj « kevredigezhioù lec’hel ». Hemañ a vod ar c’hevredigezhioù bevezerien, ar c’hevredigezhioù a bled gant an endro hag ar c’hambroù koñsulel. Emdroet eo an traoù nevez zo evit ma vefe dileuriet gwelloc’h ar c’hevredigezhioù a labour evit diorren energiezhioù nevezadus en Il-ha-Gwilen.

Kolaj an dilennidi  

Président : Olivier DEHAESE, président du SDE35   

Kolaj ar « c’hevredigezhioù lec’hel »

Kefridioù

Ar bodad-se a rank bezañ goulennet e ali a-raok pep dileurierezh servij publik (gaz, tredan) ha bep bloaz e sell a-dost ouzh an danevelloù savet da-geñver kontroll an aotreadur. 
Gellout a ra ar BASPL divizout ivez war sujedoù all evel kelaouiñ ha difenn an implijerien peotramant heuliadoù an treuzkemm energiezh.
Kinniget e vez ar sujedoù gant SDE35 pe gant izili ar bodad. E 2019, da skouer, e oa bet boulc’het gant ul labour evit stourm ouzh ar saotradur gant gouleier-noz, diwar atiz unan eus ar c’hevredigezhioù a bled gant an endro hag a zo ezel eus ar bodad.