OC’H
Skip to main content

Goulaouiñ foran naouek

logo smile

Keveler eo SDE35 gant ar raktres SMILE (SMart Ideas to Link Energies) a zo e bal staliañ, e Kornôg Frañs, ur rouedad energetek naouek, espernus ha sibersuraet, hag a ra gant energiezhioù nevezadus hepken.

Staliet e vez ar goulaouiñ naouek da-geñver SMILE gant oberoù hag a lakay gwellekaat an doare da veveziñ an energiezh ha, war un dro, diorren servijoù nevezus ouzhpenn (sonekaat, panelloù o c’hemennadennoù kemm-digemm, kaptorioù ha kement zo).

Degas a ra SDE35 skoazelloù teknik hag arc’hant d’ar raktresoù goulaouiñ foran naouek douget gant kumunioù en Il-ha-Gwilen. Kaset e oa bet 2 raktres da benn e 2018.
  

smile
Eclairage