OC’H
Skip to main content

Kuzuliañ a-fet kenstagañ tredan

Kenlabourat gant servijoù ensellet ar strollegezhioù

SDE35 a sikour kement goulenn kêraozañ a vez (Testeni Kêraozañ hag Aotre Kêraozañ) er strollegezhioù lec’h m’eo mestr an oberiadur evit studiañ ha gallet e vo kenstagañ tredan, abalamour da servijoù ensellet ar strollegezhioù (CCU) da brientiñ ar goulennoù kêraozañ.

Un toullad sifroù

  • 70 % eus ar goulennoù kêraozañ nevez a c’haller kenstagañ dre lugañ tredan eeun.
  • 30 % eus an aotreoù kêraozañ, evit bezañ kaset da benn, a ranker ober evito labourioù astenn pe kreñvaat ar rouedad tredan.

Respont evit a sell ouzh an aktaoù kêraozañ

Respont a ra SDE35, dindan miz, da servijoù ensellet ar strollegezhioù diwar-benn teknik ha koust ar c’henstagañ tredan er goulennoù kêraozañ.

Pa vezont oc’h ensellet evit raktresoù nevez e klask ar Vaered gouzout penaos e vo graet ar c’henstagañ ouzh ar rouedad tredan. Gallout a ra an dilennidi goulenn sikour digant SDE35 a zegas respontoù resis dezho evit kemer divizoù gant gouiziegezh vat. Dielfenniñ a ra SDE35 an aktaoù kêraozañ (testenioù kêraozañ, aotreoù sevel…) kaset gant ar c’humunioù. Evit kement teuliad a vez e vez, dre ret, studiet an doare da genstagañ dave, da lavaret eo an doare a c’haller seveniñ e-keñver an teknik hag ar reolennoù, d’ar priz da vezañ an izelañ ar gwellañ evit kenstagañ.conseils en urbanisme

A-benn ur miz goude, d’ar muiañ, e kas SDE35 e respont d’ar gumun, a zispleger ennañ dre ar munud an doare ma vo sevenet ar c’henstagañ ouzh ar rouedad tredan e-keñver an teknik hag an arc’hant. Ret eo d’ar gumun kas ar baperenn respont da SDE35, dezhañ da c’houzout peseurt diviz a zo bet kemeret ganti.

Enrollet e vez pep teuliad war diaz kartennoù SDE35, evel-se e vez kemeret e kont en oberoù evit diorren ar rouedad dindan mestroniezh an oberiadur gant ar sindikad. Gant ar servij digoust-se e c’hall ar strollegezh karget eus ar c’hêraozañ gouzout ar pouez a c’hallfe bezañ gant ar raktres war budjed ar gumun.

Ma vez ret ober labourioù evit astenn ar rouedad avat e vo goulennet digant ar gumun paeañ ul lodenn anezho (mellad 61 al lezenn UH Kêraozañ Annez eus 2003)..

Roll an teulioù da gas

Evit gouzout penaos e vez skoazelloù arc’hant digant SDE35 diouzh al labourioù a vez sevenet, sellit ouzh sturlevr ar skoazelloù.

Evit gouzout piv eo an den-dave e SDE35 evit ho takad, sellit ouzh kartenn an takadoù.